Difference between revisions 1637982 and 1733933 on brwikiAr '''vitologiezh''' pe '''gwengelouriezh''' (diwar gwenn ha kel/où) eo studi an holl [[danevell]]où (pe istorioù) a zo bet savet e-barzh pep [[sevenadur]] lakaet da wir ha liammet gant ur sistem [[relijion|relijiel]] pe kredennoù. Lod a ra gant ar ger ''mojennelezh'', met gwelloc'h eo mirout ar ger-mañ evit treiñ ar galleg ''légendaire'' ha ''mitenn'' evit ''mythe'' hag ivez [[mojenn]] evit ''légende''.
== Petra eo ar vitologiezh? == Dre vras, ar [[mitenn]]où a zo istorioù (lavaret e vez mojennoù pe [[kontadenn|gontadennoù]] ivez) deuet diwar an [[hengoun]] hag peurliesañ e tisplegont dindan livioù an ijin: * [[Krouidigezh ar Bed]] * Diazezidigezh ur [[Pobl|bobl]] * Fenomennoù naturel * Sevenidigezhioù dizispleg * Pep tra n'heller ket displegañ diouzhtu Met, an displegañ n'eo ket abeg an holl vitennoù. En darnvuiañ eus ar mitennoù ez eus kaoz eus ur c'halloudegezh dreistnatur pe eus un [[doue]], met meur a vojenn pe [[kontadenn|gontadenn]] tremenet a rummad da rummad a zo mitologel. Prouet eo bet gant ar [[Jakob ha Wilhelm Grimm|Vreudeur Grimm]] e oa posupl kavout ur vitenn e-barzh pep [[kontadenn-wrac'h]]. Koulskoude, n'eo ket ur vitenn ar vojenn hec'h-unan. Ha n'eo ket ur vitenn * un allegorienn filozofel * ur gontadenn vodern pe savet gant un oberour * ur [[fablenn]] * ur [[parabolenn|barabolenn]] * ur [[sorbienn]] * un [[danevellgan]] savet en ur mare resis ur [[faltazienn]] wirlivek pe flemmus Da betra servij ar mitennoù evit an [[Den]]? Ur moien eo evit liammañ perzhioù sevenadurel ur [[meuriad]], ur [[keoded|geoded]] , ur [[broad|vroad]] gant gwirionezioù hollvedel. Hag a-wechoù e ra splann ar vitenn, en ur doare speredel, ar gwir evit ur poblad delc'her e diriadenn. Kavet e vez neuzioù ha [[tudenn]]où mitologel en darnvuiañ eus ar relijionoù ha kazi pep relijion a ra dave d'ur vitologiezh. Tud zo a soñj ez eus mitologiezhoù eus ar relijionoù hag e lavaront evel-se ez int faos ha douetus.
D'an aliesañ e vez implijet an termen evit daveiñ da relijionoù ar [[kevredigezh|c'hevredigezhioù]] aet da get hag e vez kaoz eus ar [[mitologiezh C'hresian|vitologiezh c'hresian]], ar [[Mitologiezh roma|vitologiezh roman]] hag ar [[Mitologiezh Skandinavia|vitologiezh skandinaviat]] ha ne c'heller ket kavout feizad ebet dezho pe gazi.
Bez' ez eus tud ha ne welont ket ar [[pantheon]]où [[Relijion keltiek|keltiek]] ha skandinaviat evel mitologiezhoù, met tud all a ra relijionoù bev anezho, met n'eus kalz a draou gwirion e [[kredenn]]où ar feizidid a-vremañ. (Gwelet ivez : [[Nevez-paganiezh]]).
Ha gwir eo ne wel ket holl feiidid ar [[Yuzevegezh]], ar [[Kristeniezh|Gristeniezh]] hag an [[Islam]] danevelloù [[krouidigezh]] o relijion evel [[deskrivadur]] resis an [[darvoud]]où, met evel [[skeudennadur]] o c'hredennoù.
Dielfennet eo bet [[tudenn]]où ha temoù ar mitologiezhioù evel patromoù a gaver e meur a sevenadur ha meur a relijion. Kentpatromoù a vez graet anezho evit treiñ ar ger arkhetipos. Ar c'hentpatromoù a zo bet dielfennet gant al lennegourien hag ar [[bredelfennouriezh|vredelfennerien]] ([[Sigmund Freud]], [[Carl Gustav Jüng]]). == Piv a zo e karg eus treuzkas ar vitologiezh? == Gwechall-gozh, er mareoù ma oa bev ar relijionoù a zo kaoz anezho er mitennoù e oa karget da zibunañ anezho tud hag a oa o [[micher]] ober se. Pe tud gant [[anaoudegezh]]ioù relijiel ([[beleg|beleien]] c'hresian pe roman, [[drouiz]]ed er broioù keltiek, seurt [[chaman]]où e meur a vroioù). Koulskoude e weler n'eo ket ur reolenn evit ar [[barzh|varzhed]] [[Henc'hres]] evel [[Hesiodos]] (''Kosmogonia'') hag [[Homeros]] (''An [[Ilias]] hag an [[Odisseia]]''), ar varzhed heniwerzhonat, ar [[griot]]où afrikat.
D'an aliesañ, ar vitologiezh he deus bet ur stumm [[barzhoneg]]el, stumm ar barzhonegoù hir-kenañ da vezañ kanet hag eilet gant ar sonerezh. Met stumm ar c'hontadennoù e lavar plaen he deus bet ar vitologiezh e mareoù modern ha kempred ivez. == Mitologiezh vodern == Meur a levr ([[Tarzan]], 1984, Lord of the Rings), ar film ([[Star Wars]]) ha meur a [[abadenn]] [[skinwel]] ([[Star Trek]]) zo perzhioù mitologel enno hag e c'hell bezañ liammet gant sistemoù prederourel. N'int ket mitologiezh, met ec'h implijont [[tem]]où mitologel a c'hell seveniñ ezhommoù psikologel meur a zen. == Mitologiezh hervez ranbarzhioù ar Bed == === Afrika === * [[Mitologiezh Egipt]] === Azia === * Mitologiezh Japan * Mitologiezh Sina === Europa === * [[Mitologiezh Henc'hres]] * Mitologiezh iwerzhonat * [[Mitologiezh c'herman]] * [[Mitologiezh keltiek]] * [[Mitologiezh roman]] * [[Mitologiezh Skandinavia]] == Ar [[kentpatrom|c'hentpatromoù]] mitologel == * ar [[bed all]] pe ar [[bed isdouarel]] hag e annezidi ** [[ael]] ** [[boudig]] ** [[diaoul]] ** [[djinn]] ** [[doue]] * [[douenn-heol]] * [[doueenn-loar]] * [[ifern]] * [[inizi an eürusted]] ** [[korrigan]], korrig, kornandon ** [[psikopomp]] * [[baskarin]] * [[kentañ den]] * [[maouez gentañ]] * [[ramz]] * [[strobinell]]er == Liammoù diavaez == * [http://www.pantheon.org/mythica.html Encyclopedia Mythica] Holloueziadur ar vitologiezh, folklor, mojennoù; doueoù, harozed ha loened mitologel. * [http://www.godchecker.com Godchecker] Holloueziadur doueoù ar Bed gant 1.600 doue. * [http://ericdigests.org/1996-4/mythic.htm] . ERIC Digest : Ar mitennoù hag ar c'hentpatromoù en Arzoù. [[Rummad:Mitologiezh]] [[Rummad:Lennegezh]] All content in the above text box is licensed under the Creative Commons Attribution-ShareAlike license Version 4 and was originally sourced from https://br.wikipedia.org/w/index.php?diff=prev&oldid=1733933.
![]() ![]() This site is not affiliated with or endorsed in any way by the Wikimedia Foundation or any of its affiliates. In fact, we fucking despise them.