Difference between revisions 38011 and 38012 on brwikisource{{titl|titl=Margodig koant|oberour=Dizanav |titouroù= ''Mardolig koant'', kanet gant Klaod an Intañv, e-barzh pladenn ''[http://www.tamm-kreiz.com/album/814/bro-dreger-x-kanaouennou-skanv.html Bro-Dreger X]''. Embannet ivez gant Preder e-barzh ''Oberoù klok Prosper Proux'', 1975 (gant Goulven Pennaod). {{dehou|War don : Gastibelza.}}}} <div class="text"> <poem> Margodig koant, paotrez he lagad mignon, ::: A lavare : Pezh diaoul lubrik a drubuilh din va c’halon ? ::: Perak noz deiz E verv ar gwad e-barzh ma holl gwazhied ? ::: Ha pa gouskan, ’M eus soñjoù lous war strobelloù ar baotred, ::: Ken e staotan, ::: O ya, ::: Ken e staotan ? Ma bronnigoù bihan, n’eus ket pell amzer, ::: ’Vel div brunenn, A zo bremañ kement ha tezh un onner ::: Darev da loen ; Un torkad struj em gaol a zo diwanet ::: Hag, a-wechoù, E red ar gwad penn-da-benn ma divvorzhed ::: War ma botoù, ::: O ya, ::: War ma botoù ! Tridal a ran pa welan ur marc’h kouilhek ::: Dispak e stol, Ridet e fri, o sailhat war ur gazeg ::: ’N ur c’hwirinal, Em c’hwil neuze e vountan ma bizied ::: Donañ m’hallan, Ha zig-a-zoug, e talc’han da ribotañ ::: Ken e vramman, ::: O ya, ::: Ken e vramman ! E korn ur vur, en ur dremen, pa welan ::: Lost un aotrou, Em eus mil boan o virout teurel warnañ ::: Ma c’hrabanoù. Evel genoù ur pesk en e angoni, ::: Ma staotijenn Ne baouez ket da serriñ, da zigeriñ ::: Leun a c’hlaourenn, ::: O ya, :::Leun a c’hlaourenn. Drek ur rideoz, a-greiz kofes, pa welen ::: Flemm ar c’hure O fistoulat ’vel ur pikol silienn ::: Dindan a sae, Neuze santis ma daoulagad o vervel ::: ’Vit morediñ, Hag e taolis ma dorn war ur gorz-avel ::: Leun a vic’hi, ::: O ya, ::: Leun a vic’hi. En anv Doue, lâr din pelec’h on dalc’het, ::: Lâr din, Loeiza, Rak, war ma feiz, mar ned on prim louzaouet, ::: Rankan foeltrañ ! Margodig kaezh, me n’em eus ket a louzoù ::: ’Vit da gleñved. Mes Yann an Tourc’h en deus e-barzh e vragoù ::: Ur vuredad, ::: O ya, ::: Ur vuredad ! </poem> </div> [[Rummad:Orin dianav]][[Rummad:Dizanv]][[Rummad:Gwerzioù]] [[Rummad:Testennoù hep meneger]] All content in the above text box is licensed under the Creative Commons Attribution-ShareAlike license Version 4 and was originally sourced from https://br.wikisource.org/w/index.php?diff=prev&oldid=38012.
![]() ![]() This site is not affiliated with or endorsed in any way by the Wikimedia Foundation or any of its affiliates. In fact, we fucking despise them.
|