Revision 38010 of "Margodig koant" on brwikisource

{{titl|titl=Margodig koant|oberour=Dianav (Deroet da Prosper Proux)|titouroù=
''Mardolig koant'', kanet gant Klaod an Intañv, e-barzh pladenn ''[http://www.tamm-kreiz.com/album/814/bro-dreger-x-kanaouennou-skanv.html Bro-Dreger X]''.

Embannet ivez gant Preder e-barzh ''Oberoù klok Prosper Proux'', 1975 (gant Goulven Pennaod).

{{dehou|War don : Gastibelza.}}}}

<div class="text">

<poem>
Margodig koant, paotrez he lagad mignon,
:::	A lavare :
Pezh diaoul lubrik a drubuilh din va c’halon ?
:::	Perak noz deiz
E verv ar gwad e-barzh ma holl gwazhied ?
:::	Ha pa gouskan,
’M eus soñjoù lous war strobelloù ar baotred,
:::	Ken e staotan, 
:::	O ya,
:::	Ken e staotan ?

Ma bronnigoù bihan, n’eus ket pell amzer,
:::	’Vel div brunenn,
A zo bremañ kement ha tezh un onner
:::	Darev da loen ;
Un torkad struj em gaol a zo diwanet
:::	Hag, a-wechoù,
E red ar gwad penn-da-benn ma divvorzhed
:::	War ma botoù,
:::	O ya,
:::	War ma botoù !

Tridal a ran pa welan ur marc’h kouilhek
:::	Dispak e stol,
Ridet e fri, o sailhat war ur gazeg
:::	’N ur c’hwirinal,
Em c’hwil neuze e vountan ma bizied
:::	Donañ m’hallan,
Ha zig-a-zoug, e talc’han da ribotañ
:::	Ken e vramman,
:::	O ya,
:::	Ken e vramman !

E korn ur vur, en ur dremen, pa welan
:::	Lost un aotrou,
Em eus mil boan o virout teurel warnañ 
:::	Ma c’hrabanoù.
Evel genoù ur pesk en e angoni,
:::	Ma staotijenn
Ne baouez ket da serriñ, da zigeriñ 
:::	Leun a c’hlaourenn,
:::	O ya,
:::Leun a c’hlaourenn.

Drek ur rideoz, a-greiz kofes, pa welen
:::	Flemm ar c’hure
O fistoulat ’vel ur pikol silienn
:::	Dindan a sae,
Neuze santis ma daoulagad o vervel
:::	’Vit morediñ,
Hag e taolis ma dorn war ur gorz-avel
:::	Leun a vic’hi,
:::	O ya,
:::	Leun a vic’hi.

En anv Doue, lâr din pelec’h on dalc’het,
:::	Lâr din, Loeiza,
Rak, war ma feiz, mar ned on prim louzaouet,
:::	Rankan foeltrañ !
Margodig kaezh, me n’em eus ket a louzoù 
:::	’Vit da gleñved.
Mes Yann an Tourc’h en deus e-barzh e vragoù
:::	Ur vuredad,
:::	O ya,
:::	Ur vuredad !
</poem>
</div>


[[Rummad:Orin dianav]][[Rummad:Dizanv]][[Rummad:Gwerzioù]]
[[Rummad:Testennoù hep meneger]]