Revision 38011 of "Margodig koant" on brwikisource{{titl|titl=Margodig koant|oberour=Dianav |titouroù=
''Mardolig koant'', kanet gant Klaod an Intañv, e-barzh pladenn ''[http://www.tamm-kreiz.com/album/814/bro-dreger-x-kanaouennou-skanv.html Bro-Dreger X]''.
Embannet ivez gant Preder e-barzh ''Oberoù klok Prosper Proux'', 1975 (gant Goulven Pennaod).
{{dehou|War don : Gastibelza.}}}}
<div class="text">
<poem>
Margodig koant, paotrez he lagad mignon,
::: A lavare :
Pezh diaoul lubrik a drubuilh din va c’halon ?
::: Perak noz deiz
E verv ar gwad e-barzh ma holl gwazhied ?
::: Ha pa gouskan,
’M eus soñjoù lous war strobelloù ar baotred,
::: Ken e staotan,
::: O ya,
::: Ken e staotan ?
Ma bronnigoù bihan, n’eus ket pell amzer,
::: ’Vel div brunenn,
A zo bremañ kement ha tezh un onner
::: Darev da loen ;
Un torkad struj em gaol a zo diwanet
::: Hag, a-wechoù,
E red ar gwad penn-da-benn ma divvorzhed
::: War ma botoù,
::: O ya,
::: War ma botoù !
Tridal a ran pa welan ur marc’h kouilhek
::: Dispak e stol,
Ridet e fri, o sailhat war ur gazeg
::: ’N ur c’hwirinal,
Em c’hwil neuze e vountan ma bizied
::: Donañ m’hallan,
Ha zig-a-zoug, e talc’han da ribotañ
::: Ken e vramman,
::: O ya,
::: Ken e vramman !
E korn ur vur, en ur dremen, pa welan
::: Lost un aotrou,
Em eus mil boan o virout teurel warnañ
::: Ma c’hrabanoù.
Evel genoù ur pesk en e angoni,
::: Ma staotijenn
Ne baouez ket da serriñ, da zigeriñ
::: Leun a c’hlaourenn,
::: O ya,
:::Leun a c’hlaourenn.
Drek ur rideoz, a-greiz kofes, pa welen
::: Flemm ar c’hure
O fistoulat ’vel ur pikol silienn
::: Dindan a sae,
Neuze santis ma daoulagad o vervel
::: ’Vit morediñ,
Hag e taolis ma dorn war ur gorz-avel
::: Leun a vic’hi,
::: O ya,
::: Leun a vic’hi.
En anv Doue, lâr din pelec’h on dalc’het,
::: Lâr din, Loeiza,
Rak, war ma feiz, mar ned on prim louzaouet,
::: Rankan foeltrañ !
Margodig kaezh, me n’em eus ket a louzoù
::: ’Vit da gleñved.
Mes Yann an Tourc’h en deus e-barzh e vragoù
::: Ur vuredad,
::: O ya,
::: Ur vuredad !
</poem>
</div>
[[Rummad:Orin dianav]][[Rummad:Dizanv]][[Rummad:Gwerzioù]]
[[Rummad:Testennoù hep meneger]]All content in the above text box is licensed under the Creative Commons Attribution-ShareAlike license Version 4 and was originally sourced from https://br.wikisource.org/w/index.php?oldid=38011.
![]() ![]() This site is not affiliated with or endorsed in any way by the Wikimedia Foundation or any of its affiliates. In fact, we fucking despise them.
|