Revision 45032 of "Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/331" on brwikisource<noinclude><pagequality level="1" user="Phe-bot" /><div class="pagetext"> </noinclude>lC — 34 — Ar vertus, en eneb, hon huella, hor sav, hon tosta oas Doue : Eun henor eo hag ar brassa, beza vertuzus. Tenna rer an toc d’ar pennou kurunet, d’an dud e carg, d’an dud pinvidik ha ne dalvezont netra alies. Eun den savet huel er c’hargou A ell kaout pri eus he vragou Ha pa rez lous bragou eun den E saluder he garg ebken. Pa dremeno dirazoc’ h eun den vertuzus hag e ve dister, izel, paour, dizesk, tennit ho toc. Lezit da dremen an hini zo tost da Zoue. Coulscoude etouez an oll vertuziou, zo unan caêr dreist ar re all. Hounnez eo ar burete. Hi oa caret ar muia gant Jesus-Christ, ne ket bet fal- vezet ganthan bea tamallet var an abeg-se. Evit mam e kemeras ar Yerc’hez, evit mignon sant Ian. Hi a zo bet ar muia caret gant ar Zaent. Eur vertus eo, estimet gant ar re fall ho-unan. En distro : Eur pechet a zo hag a ziskar an den. Dinerza ’ra ar vuez, evel eur prenv, kuzet e kaloun eur frouezen, suna a ra an den beteg mel he eskern... Guelet a rer tud iaouanc deuet coz araog an oad a ugent vloas... bourrevi a ra ar galoun, naon atao d’ezhan. Ar pec’het-se eo al luxur. Kent-se petra da ober evit en em ziouall dioutan? Pedi. — Eur c’hrouadur en danger en em daol etre divreac’h he dad haghe vam... en em guzat a ra dindan askel an eal mad. En em respeti — o telc’her he galoun pur hag o pellaat dious ar vesventi. — Tec’het dious an dangerou. seisvet gourchemenn ha decvet gourchemenn !Laeres na miret madou den Gant guiziegez na ri biken. Na zouet raadou da henlez Evit ho c’haout dre fals-hentez. Er bed-ma, lod paour, lod pinvidic. Doue zo msestr da vadou an douar, ho rei pe ho lezel a ra gant lod ; da lod Digitized by Go<noinclude> <references/></div></noinclude> All content in the above text box is licensed under the Creative Commons Attribution-ShareAlike license Version 4 and was originally sourced from https://br.wikisource.org/w/index.php?oldid=45032.
![]() ![]() This site is not affiliated with or endorsed in any way by the Wikimedia Foundation or any of its affiliates. In fact, we fucking despise them.
|