Revision 45763 of "Ti Eliz Iza" on brwikisource{{Titl|dastumer=Denez Prigent|titouroù=Pozioù hervez Eugénie Goadec}}
Ar ganaouenn-mañ a zo bet skrivet he fozioù e-pad an 19vet kantved. Komz a rae eus [[Plac’hik_Eussa|Enez Eusa]] d'ar penn kentañ, met tout an dud eus Kreiz-Breizh gwechall ne oarent ked anezhe petra oa an-dra-se, moarvat ! Setu m'eo bet cheñchet he ster gant ar chadennad kanerion. Ar stumm-mañ zo bed degaset deomp gant ar c'hoarezed Goadeg :
<poem>
Ti Eliz Iza ’zo ur plac’hig
Eürus dous koant ’vel un aelig
Eürus dous koant ’vel un aelig
He anv zo Korantenig
« ’vont d’an Ejipt dre ar Saozon
Ma zad ’zo beuzet dre ar mor don
Kalon ma mamm baour a ranne
Pa en doa klevet ar c’heloù-se »
War vord ar mor, war ur garreg
Korantenig ’oele dourek
« Alas, alas piv ez on me
Me n’am eus den war er bed-mañ
Me n’am eus den war an douar
Na tad na mamm, na breur na c’hoar
’barzh an neñvoù ’zo un tad mat
E Rumengol ’m eus ur mamm vat »
Korantenig ’oele dourek
E Rumengol p’oa erruet
« Gwerc’hez Vari me a zo paour
N’am eus mann ’bet, blev melen aour
Me ’m eus na koar na goulaouen
Netra, netra ’med ma fedenn
Me a reï deoc’h ’vit kurunenn
Ur gudenn deus ma blev melen. »
</poem>
[[Category:Gwerzioù]]
[[Rummad:Testennoù hep mammenn]]All content in the above text box is licensed under the Creative Commons Attribution-ShareAlike license Version 4 and was originally sourced from https://br.wikisource.org/w/index.php?oldid=45763.
![]() ![]() This site is not affiliated with or endorsed in any way by the Wikimedia Foundation or any of its affiliates. In fact, we fucking despise them.
|