Revision 46182 of "Metig" on brwikisource

{{titl|oberour=Yann-Vari ar Skourr|titouroù={{Ment|Sellit ivez ouzh : ''[[Kloarek Koat ar Rannou ha Penn-herez Kerzanton]]''|90}}}}

<poem>
Tud yaouank a Vreizh-Izel, didostait da glevet 
An istor eus va daeroù  ha ma foanioù kalet 

Me zo ur c’hloareg yaouank eus eskopti Kemper 
O vont d’ober e studi  e skolaj Landreger 

E bord ar mor on ganet, ’barzh bro Sant Gwenole
Ha biskoazh nemet glac’har ne’m eus bet em buhez

Glac’har a wir garantez, setu va flanedenn
Planedenn rust ha kalet da heuliañ penn-da-benn

Pa oan em bugaleaj, va mamm baour alies
A lavare din "Va mab, kar ha ped ar Werc’hez"

"Ped anezhi, va mabig, ped Gwerc’hez Rumengol
M’he fedez a wir galon, ned i jamez da goll"

He fedet am eus bepred, ha bremañ ’raok mervel
Me ’gano he meuleudioù d’am breudeur Breizh-Izel

Pa gimiadis diouzh va zud ’vit mont pell diouzh ar gêr
Evit mont war ar studi da skolaj Landreger

Ne oan ket ’met pemzek vloaz, me a ouele dourek
Rak evidon ne oa ken, siwazh, a eürusted

O tostaat ouzh Landreger, me ’gavas ur plac’hig
Koant evel un ael Doue, hec’h anv oa Metig

D’ar gouent e ya ivez, ’vel ma ’c’h an d’ar studi
He c’halon a oa mantret kement ha va hini

"Salud deoc’h, plac’hig yaouank", a lavaris dezhi
"Eveldon oc’h ankeniet o kuitaat tud ho ti

Ho tornig flour em dornig lakit gant karantez
Evit ma vimp eürusoc’h o ouelañ asambles"

Ar plac’hig a lavaras : "O kloareg Gwenole
Pedomp Doue alies an eil ’vit egile"

Er joa koulz en anken, dalc’hit soñj a Vetig
Eus a-vremañ da viken ez eo ho mestrezig"

Erru e kêr Landreger, erru e penn hon hent
Me ’voe kaset d’ar skolaj ha Metig d’ar gouent

An disparti ’oa kalet, c’hwerv hag ankenius
An eürusted er bed-mañ n’eo ket un dra badus

Dre ma chomis er skolaj, skeudenn dous Metig kaezh
E-pad an noz dirazon a zeue alies

Neuze e peden Doue ha sent kozh Breizh-Izel
’Vit ma vijemp ’n hor buhez laouen, eürus, santel
</poem>

[[Category:Kanioù]]
[[Rummad:Testennoù hep mammenn]]