Revision 49811 of "Son ar merc’hetaer" on brwikisource''Son ar merc'hetaer zo bet savet gant [[Oberour:Prosper Proux|Prosper Proux]] (1811-1873)'' <poem> Abaoe an devezh milliget ma chañsas d’hor mamm gentañ Kaout ur c’hoantadenn avaloù n’eus ‚met poanioù er bed-mañ Martolod , eskob ,devezhour, pep hini ‘n deus e vizer Mes n’eus ket kri(s)oc’h planedenn ‘vit hini ar merc’hetaer Mil drubuilh, mil displijadur, a renk bemdez anduriñ Ne c’hall ket paouez ur pennad atav en devez soursi Evel ar c’had er radeneg ne gousk morse ‘met hanter Pa vez aet an holl d’o gwele e rod c’hoazh ar merc’hetaer Gwell ez eo bezañ dastumet, chadennet ‘vel ur c’hi Lakaet da ziwall ar gwragez en rouantelezh an Turki Bezañ broudet evel un azen sammet vel ur marc’h glaouer Argaset evel ar bleizi eget bezañ merc’hetaer Na n’eus nag enor na profid da c’honit e-barzh ar stad Koulskoude a-benn en ober eo ret bezañ dilikad Kaout un teod distagellet, ul lagad lemm ha seder Pasianted ur gevnidenn vit bezañ gwir merc’hetaer Ret e vezo evel an targazh, gwelet en devalijenn Bezañ soutil vel ul louarn, meür vel ur silienn Kalonek vel ul leon, krapat ‘giz d’ur gwiñver Bezañ skañv evel ar c’harv vit bezañ gwir verc’hetaer Bezañ gadal ha servijus, cherisañ ar vugale Laret ez int patrom o zad evit plijout d’ar gwragez Gout tremen brav diouzh an dud kozh, selaou mat o zaolioù kaer Paeañ dezhe bannac’hoù lapach vit bezañ gwir merc’hetaer Kaout divskouarn eus ar skiltrañ, tevel pezh en deus klevet Diwall mat da’n em vrabañsal eus madelezh ar merc’hed Gout an tu da livañ gevier, nac’h a-wechoù pezh zo sklaer Touiñ e vez noz da greisteiz vit bezañ gwir merc’hetaer Klevet prepozioù dipitus, bezañ boutet en kaozioù Insultet gant kozh rampenned, reiñ ha resev bac’hadoù Anduriñ meurbet alies ar glav an erc’h, an tommder Foeltrañ e gorf hag e zilhad, stard eo bezañ merc’hetaer. Miret un nor da wigourat, miret ur c’hi da harzhal Mont en tier dre ar prenestr, memes dre ar siminal Krapat demeus ar mogerioù, gout lampat dreist ar girzhier Bale sioul vel al logod vit bezañ gwir merc’hetaer Mestroniañ e santimant derc’hel kloz war e soñjoù Choarzhin gant kañv en e galon, skuilhñ pezh a gar daeloù Kemer, hervez m’eo ret dezhañ, ur stumm souret pe seder En em divoazañ da ruziañ, vit bezañ gwir merc’hetaer Mes ar stardañ eus ar vicher ez eo gonit ar merc’hed Kizidikoc’h marc’hadourezh na n’eus ket war boul ar bed Diouzh he santimant, he diviz da bep hini ‘renk ober Lenn memeus ‘barzh en soñjoù vit bezañ gwir merc’hetaer Vit dont a-benn eus ur seurez eo ret ober ar gluvenn Evit gonit un everez soubilhañ he c’horzailhenn D’ar merc’hed a gar ‘nem bentañ reiñ ur c’hoef, un davañjer Laret amploc’h ‘vit justoc’h vit bezañ gwir merc’hetaer Goude lakaat e holl galloud fouetañ e liardigoù Kavout fourgas e nec’hamant, kabouilhat dre ar poulloù E vank alies e daolioù e teu divragoù d’ar gêr Pinous evel ur c’hog dibluet , start eo bezañ merc’hetaer Euzhiñ a ran pa gomprenan pegement a drubuilhoù A vizer hag a boan-spered a soufr ar paourkaezh Pitoù Mes ar merc’hed zo ken temtus ha va c’halon ken tener Ma’z on en desped d’am barv kontregn da heuilh ar vicher </poem> [[Rummad:Kanioù]] [[Rummad:Testennoù hep meneger]] All content in the above text box is licensed under the Creative Commons Attribution-ShareAlike license Version 4 and was originally sourced from https://br.wikisource.org/w/index.php?oldid=49811.
![]() ![]() This site is not affiliated with or endorsed in any way by the Wikimedia Foundation or any of its affiliates. In fact, we fucking despise them.
|