Revision 50225 of "Pardon Kolloreg" on brwikisource==Kanaouenn== <poem> An deiz all me a oa bet e Pardon Kolloreg Me am boa gwelet ma mestrez war skalier ar vered Evit mont d’he saludiñ na ken kaer evel ma oa-hi Me a c’houlas diganti ha dimezet e oa-hi N’on ket c’hoazh ma servijer, n’on ket c’hoazh dimezet Met bet on ur fortun vat d’an hini ma c’hemerfe Me am eus er gêr e ti ma zad pevar garr houarnet Ha kezeg er marchosi kapabl d’o charreat. Met pa oan erru eno me na wele netra nemet ur c’hozh kazh bihan fall ne oa ket evit logota Daou wele a oa ivez unan a bep tu d’an tan Al liñselioù a oa warne ne oa ket deus ar re voan Al liñselioù a oa warne ne oa ket deus ar re fin Nozvezh kentañ em boa kousket, em boa kignet ma daoulin Bremañ me a cheñcho micher, ac'h ay da wiader Ha lako war ma gwelioù liñselioù lien kaer Ha lako war ma gwelioù liñselioù lien fin Ha pac'h in-me da gousket ne gignin ket ma daoulin</poem> [[Rummad:Kan ha diskan]] [[Rummad:Testennoù hep mammenn]] All content in the above text box is licensed under the Creative Commons Attribution-ShareAlike license Version 4 and was originally sourced from https://br.wikisource.org/w/index.php?oldid=50225.
![]() ![]() This site is not affiliated with or endorsed in any way by the Wikimedia Foundation or any of its affiliates. In fact, we fucking despise them.
|