Revision 53303 of "Son an inkane gwenn" on brwikisourceGavotenn, ton doubl. <poem> Me ’m eus un inkane gwenn weskela bibawe zo ur brid arc’hant d’e benn weskela biba biba weskela bibabiba, weskela bebawe ’Benn ’vezan pignet war e gein e vez aet ma marc’h en hent E vez aet ma marc’h el lev ’Vit mont tramek ar c’hêrioù Pa oan o vont da gêr Pleiben ’Strinke ’n tan a-raok ar vein Pa oan o vont da Veilh ar Wern ’strinke ’n tan a-raok e hern Pa oan o vont da Gastellin ’Strinke ’n tan a-raok e vin Pa oan aet da Bont ar Veuzenn Chomet ma marc’h er vouilhenn Ha me o vonet da glask tud Da sikour tennañ ma loen mut Aet e oan da gaout ar forn Ha ’m boa kavet ur rozell-forn Ha dre ma skoen war ma loen Er vouilhenn ’c’h ae donoc’h-don Ha dre ma skoen war e benn Donoc’h-don ’c’h ae er vouilhenn P’oan ket ’vit e dennañ er-maez Oa kollet an inkane kaezh Hag o tont ac’hane d’ar gêr ’m boa gwelet kalz a bezhioù kaer Gwelet ’m boa c’hwibu o tornañ Hag ar c’helien o tibellañ Ar c’hazh oc’h ober tro al leur triwec’h logodenn ’vont d’e heul Triwech logodenn naontek razh ’rafe ur pred mat d’am c’hazh Pignet ar c’hoz war ar bern teil Ar c’hazh a hope “hei” warnezhi Gwelet ’m boa al laouenan O ya ’walc’h a zo bihan ’Tougen ur vazh a zaou benn Triwec’h mil lur ouzh pep penn Gwelet ’m boa un annoar vloaz ’Tougen Kemper war he skoaz An divizoù war he lost ’Oa bet kaset ganti d’ar post Gwelet ’m boa ur gazeg wenn ’Touesk al lann ’kribat he fenn Gant un horzh o lazhañ laou, Pezh a laran n’eo ket gaou </poem> [[Rummad:Kan ha diskan]] [[Rummad:Testennoù hep mammenn]] All content in the above text box is licensed under the Creative Commons Attribution-ShareAlike license Version 4 and was originally sourced from https://br.wikisource.org/w/index.php?oldid=53303.
![]() ![]() This site is not affiliated with or endorsed in any way by the Wikimedia Foundation or any of its affiliates. In fact, we fucking despise them.
|