Revision 70175 of "Son nevez var sujet bro ann aour hanvet ar C’haliforni" on brwikisource

{{Titl|Chanson en breton sur feuille volante portant sur la ruée vers l'or en Californie|Son nevez var sujet bro ann aour hanvet ar C'haliforni|Vers 1865, signé C.V.<br/>Bibliothèque Municipale, Rennes.}}
<poem><center>
1. Me ho suppli, tostàit amâ,
Tostait hac e clefot cana,
Bian ha bras, pinvidik ha paour,
An tenor deus a vrô an aour.

2. En Amerik, dreist ar môr bras,
Pell, pell ac'han, ia, pell siouas
A zo eur c'hontre pehini
A zo hanvet Californi.

3. N'eus ket pell amzer er vrô-ze
Ne voëler nemed loëned goê :
Na ty, nac os, nac hent, na tud,
Nemet coajou ha loêned mud.

4. Breman zo tri bloa, pe var dro,
En tal rivier Sacramento,
Eur rivier vras d'eus ar c'hontre,
A teurvejont sevel tye.

5. Tud a vicher, artisanet,
Gant binviou oue di casset,
Evit toulla fondamanchou
Ha ive sevel mogueriou.

6. Mes pa gomansjont da doulla
E comansjont da estouna :
Kenta tôl piguel d'eus acoêt,
Eur pes aour fin ho d'eus cavet.

7. Eur peç aour flam, melen ha pur,
Sellet outan voa 'r blijadur !
Tregont lûr frank, ê boêjou Franç,
Boêze ar peç 'bars er velanç.

8. Hag hi da doulla adare :
Tri peç a kefjont en deis-se
Bemde toullent, ha dre ma c'hent,
E kavent aour fin var ho c'hent.

9. Martolodet deut d'ober dour
Lec'h ma voaint ho tenna aour,
'Vel m'ho goêljont, estonet bras,
Da vont d'ho vetec 'desertas.

10. Chetu oue casset archerien
Evit clask an desertourien ;
Mes ar re man p'ho deus guelet,
Oc'h-unan a zo dizertet.

11. Hac int da dumial ar blenen,
Ha da glask aour gant ho sabren
Dre ma glaskent, aour a gavent,
Caout a rent aour fin dre ma c'hent.

12. Neuse oue casset eur bagad
Soudardet fresk, soudardet mad,
'Vit goud petra voa er vrô-ze
D'eus pehini dân na retorne.

13. Ar zoudardet p'ho d'eus guelet,
'Vel ar re-all zo dizertet,
Evit clask aour a gréis calon,
Ha caout arent hep toulla dôn.

14. Ar c'habiten pa n'eus goëlet
Voa he eskoaden dizertet,
Hep tabourin na pavillon
A retornas d'he c'harnison.

15. San-Francisco zo'r guear vian,
Eur guerrik stris, neubeut ledan,
Rea devoa, evel er Roc'h.
Eur pemp cant dên pe neubeutoc'h

16. Di retournas hon c'habiten
Pa zistroas hep he vanden,
Mezus 'vel eur c'hy ve lacat
En bec he lost eur voutes koat.

17. Pa raportas d'he gomandant
Penoas voa bet he accidant,
Hon c'habiten oue kemeret
Evit eun dèn diskientet.

18. Gaër en devoa, na grede dên
Penaos er Placer<ref>Eur placer eo an hano ve roèt d'ar blenennou bras en pere he ve cavet an aour nevez.</ref>, n'ho c'hichen,
E caver aour, evel c'hoad,
En mesk ar fank, an douar pri.

19. Kentoc'h e vije bet credet
E voa taguet he zoudardet
Gant an aër-vôr, creis ar c'hoajo,
Petramant gant ar c'huilet dero.

20. Prestic gouscoude he credjont,
Evel sant Thomas, pa voêijont,
Pa voëljont aour d'eus ar Placer
0 tont a zamou 'bars en ker.

21. Kement den valid oa er plaç
D'ar Placer souden a redas,
A redas souden d'ar blenen
Evit dastum an aour melen.

22. 'Rog fin ar ziun ar vourc'hichen
A re ho hunan ho zouben
Rac mevelien 'vit pris ebet
Na vije er c'hartier cavet.	

23. Ar Prefet eus an depàrtamant
Faut eur mevel, memesamant,
A renke skuba e gambc'hou
A cira e votinesou.

24. Eun dèn capabl, seul wije paour
'Rog mont da blenen an aour,
A dra certen, 'rog hir amzer,
A retorne crokant d'ar guer.

25. Pep hini rê, en ber langach,
Mil skoët ar ziun, pe davantach.
'Rac 'lies dên en d'eus cavet
'Neubeut amzer he c'hoec'h mil skoë.

26. Prest dren oll bed eo eet ar vrud
Demeus eun enveleb burzud,
Ha d'eus a bevar c'horn ar bed
Tud d'ar vrôze zo diredet.

27. D'eus Franç, Brô-Zaos ha d'eus ar Spagn,
D'eus ar Pruss hac an Allamagn,
Ha memes d'eus fonç an Asi,
E red an dud d'ar C'haliforni.

28. Hirie an déis, a dra certen,
A zo eno daou c'hant mil dèn,
Mes pa vije cant kement all
A vije c'hoas plaç da re-âl.

29. En pad cant vloas, ha cant ouspen,
Na zisourfont ket ar blenen,
P'an d'he guir zo er Placer-ze
Ouspen tri mill leo a garre.

30. Mes, chelaouet, -'bars er vrôze
Mar dé commun an aour neve,
Ar bevanç a zo ker meurbet,
A lojéis mad n'a n'eus ket.

31. Eun ty evel eul loch glaouêr
A goustfe d'ech 'bars er Placer
Cant skoët ar ziun da neubeutan,
Ha c'hoas a refe glao ennan.

32. C'hoas na po ket eur prezic paour
Evit dastum ho tamou aour,
Nag eur chiminal d'ober tân,
Ho coèle ve eur bern trouscan.

33. Peb lûr bara a goust eno
Ugent real, pe var dro,
Hac eur voutaillat guin-ardant
Daou scoêt deo guennec en arc'hant.

34. Uguent real a goust canna
Eur rochet voén hac en cec'ha,
Eis skoêt coust eun doussen huo
Hag he fritan marteze nao.

35. Ar patates 'bars ar c'hanton,
Dréist an traou-all zo diraison,
Eul lûr patates poas eno
'Goust pris eun danvad en hon brô.

36. Ha gouscoude 'bars er c'hontre
'Vanket main da sevel tye :
Na vank na goên na dour mad
Mes dôn na c'houl ho labourat.

37. Rac betec hent kement hini
Arri 'bars er C'haliforni
A grog ennan eul goêl glenvet
Arroéz an aour a c'he hanvet.

38. An hini n'eus eur sort clenvet
Ne capab d'ober man ebet,
Nemert clask aour bars er Placer
Keît a neve alan d'ober,

39. Mes, ma Doue ! ar c'hlenvet ze
Nan, neket eur c'hlenvet neve
Ha niver dud bars er vrô-man
Cals pe neubeut d'eus anean.

40. Tud a beb stad, labourerien,
Artisanet, tud a bluen,
Tud a gleze, tud a justiç,
Leanezet, tud a illis;

41. Bien ha bras, yaouank ha koz,
En Spagn, en Franç, hac en Brô-Zaos,
Oll he claskomp, dre mil voyen,
Flourat he c'hov d'hon yalc'higuen.

42. Ha mar piij doc'h ma zôn neve
Gant aoun me ar c'hlenvet ive,
Incontinent mad he caffen
Ma prenfach tout peb a eillen.

43. Monet da vro an seur a zo bet pell amzer
C'hoantegues kals a dud pere zo c'hoas er guer
Groet mad ho deveus, herves ma santimant,
Ne brofiter netra o veza re gourmant :

44. Eun dervez Fanch ar Foit a zamas he azen
Evil mont d'ar Placer da glask an aour melen
Mes d'eus eno tistroas eb ky, azen nac aour,
Hac hido ar reuseudik a zo kasset da baour.

C. V.
</center></poem>

<references/>

[[Rummad:Testennoù hep mammenn]]
[[Rummad:Follennoù-nij]]