Revision 89109 of "1240-1940 : 700 vloaz a zo ar yuzevien a voe stlapet er maez eus breiz, kemennadurez Yann ar Rouz" on brwikisource

1240-1940 : 
700 vloaz a zo ar yuzevien a voe stlapet er maez eus breiz

KEMENNADUREZ YANN AR ROUZ

E skridou koz Breiz, n’eus hano ebet eus ar 
Yuzevien a-raok an XIIIvet kantved. Neuze
hepken eo o gweler oc’h en em zila dre ar vro
hag o suna aval ma ouezont ker brao hen ober,
danvez ar gristenien.

Kement a gounnar a zavas, en o eneb, ma
tougas an duk Yann ar Rouz eur gemennadurez evit o stlepel er maez eus Breiz.

Ar gemennadurez-se eo kosa hini douget
gand hon Duked ha deuet betek ennomp war ar 
baperenn end-eeun m’oa bet skrivet warni da
genta ; an A. de la Borderie, istorier Breiz en devoe
he miret etouez e baperou ; skrivet eo e latin ;
setu aman an darn vrasa anezi troet e brezoneg :

Yann, Duk Breiz hag Aotrou Richemond a
zalud kement hini a lenno al lizer-man. Klevit
mat. Ni, war goulenn Eskibien, abaded, tud-
chentil ha gwizien Breiz, goude beza klasket
piz, mad ar vro, a stlap er maez eus Breiz kement Yuzeo a zo enni.

Na ni, nak hon tud war hon lerc’h, ne c'houzanvimp 
eun unan anezo war hon douarou ha ne 
fell ket d'eomp ken nebeut gwelet hini aus hor sujidi ouz gouzanv war ar re.

Ar re o deus dle e kenver ar Yuzevien a zo o chom e Breiz,
n'eus fors penaos int deuet da dapa an dle-se, ni a ra eur groaz warno.

An douarou bet laket e kred, war goulenn ar Yuzevien, an arrebeuri ha kement mil mad o deus kemeret perz warnan evit en em baea 
a zistroio holl dar re o deus dle pe d'o heritourien, nemet an douarou pe ar madou all bet gwerzet d'ar gristenien goude ar varnedigez douget en hol lezvarn.

Den ebet ne dle beza tamallet na stlejet dirak
ar varnerien evit ar Yuzevien a zo bet lazet betek hen...
Graet e Ploarmel d'ar meurz a raok ar zul Fask. (10 a viz ebrel 1240)

Sant Thomas (1226-1274) hag a veve e amzer
an Duk Yann ar Rouz, a lavare e oa henvel ar Yuzevien ouz eun toullad treminidi a bign
war eur vag evit ober hent hag epad m'ema ar
gristenien o rouenva a laer diwar o c'houst ar
pez a c'hellont hag a doull zoken korf al lestr ;
n'eus nemet eun dra da ober d'ezo, eme an Doktor bras hag eo o lakat da resteuler o laeroniou da zigoll an dreminidi o deus diheiliet
o fakadou
hag ober d'ezo goudeze rouenva e lec'h ar gristenien.
Setu dres ar pez a glasker ober d'ezo adarre breman, eur tamm, e holl broiou an Europ.

Y. V. P.